Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

brezhoneg-yezh-vroadel

04/11/2007 GMT 1

Brezhoneg-yezh-vroadel

sevel @ 23:07

Setu 'ta ur blog nevez o tont war wel. E bal eo kinnig pennadoù tro-dro d'an dodenn "brezhoneg yezh vroadel", rik-ha-rik evel ma vez graet yezhoù broadel eus ar c'hembraeg pe ar c'hatalaneg. Un tabou eo deuet da vezañ ober "yezh vroadel" eus ar brezhoneg avat.
Ha koulskoude ez eo poent bras magañ ur preder nevez war ster ar pezh a vez graet e pemp korn Breizh evit gounit gwirioù nevez d'ar vrezhonegerien (ha derc'hel d'ar pezh zo bet gounezet gant poan...).
Gant an heuliad pennadoù a zeuio er sizhunioù o tont e vo sklaeraet tamm-ha-tamm ar pezh a lakaomp dindan an droienn-se.

Setu amañ da heul titloù un nebeud pennadoù da zont,kement ha reiñ ur soñj bennak eus ar pezh a vo kavet da lenn war ar blog-mañ.

- Broadel emit-hu ?
- Ar brezhoneg, peadra an holl Vretoned
- Ar brezhoneg hag ar yezhoù komzet e Breizh
- Brezhoneg e pep lec'h ?
- Brezhoneg ha demokratelezh
- Kenyezh ha rannyezhoù
- Brezhoneg yezh europat...

Ar pal, goude kinnig ur pennadig prederiañ, eo klask eskemm gant brezhonegerien all, tud a feiz vat, c'hoant ganto gellout mont ar buanañ ar gwellañ war-zu ur vuhez vrezhonek seder ha naturel.

Laouen e vin dija o c'houzout ha tud zo war Nireblog c'hoant ganto eskemm war an tem-se.

Bec'h dezhi !

Notennoù

Un notenn »

  1. Un dra vat e kavan digeriñ lec'hioù prederiañ nevez diwar-benn petra eo ar brezhoneg ha pehini eo e blas er gevredigezh. Emichañs e teuio tud a bep seurt da gejañ ha da eskemm war ar blog-mañ gant ur spered a gendoujañs evit mad an holl.

    Fulup | 2007-11-05 - 09:47:21 GMT 1 #

Leuskel un notenn


<a href> <em> <blockquote> <strong> <cite> <code> <ul> <li> <dl> <dt> <dd>

Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust